Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Den zo dezhañ ur renk uhel er gevredigezh. Beleien, eskibien er c'heur, menec'h hag uhelidi a bep seurt. [1954] Kaset e voemp bet damdost d’an tour-tan, ha seniñ a rejomp dibaouez endra m’edo an Impalaer hag ur bern uhelidi o plediñ gant te, gwin ha likur da gas d’an traoñ ar gwestell hag an traoù mat all [...]. & Ent strizh Den eus an noblañs (h.b.). HS. denjentil, noblañs (g., den).

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

"uheliad", liester "uhelidi".

1923
Référence : SKET p.194, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "noble (subs.)".

An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.

1923
Référence : SKET p.12

Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].

1924
Référence : SKET.II p.25

uheliad

1931
Référence : VALL pg aristocrate

uheliaded

1931
Référence : VALL pg aristocrate

uhelidi

1931
Référence : VALL pg aristocrate

an uhelidi

1931
Référence : VALL pg (l')aristocratie

beli uhelidi

1931
Référence : VALL pg (l')aristocratie

Kaset e voemp bet damdost d’an tour-tan, ha seniñ a rejomp dibaouez endra m’edo an Impalaer hag ur bern uhelidi o plediñ gant te, gwin ha likur da gas d’an traoñ ar gwestell hag an traoù mat all, met an dro-mañ ’vat ne ziskouezas ket Tad Kozh Fallières bezañ ken brokus hag ar Sultan Abd-el-Aziz, rak netra ne voe kinniget dimp, na zoken ur segalenn, ha koulskoude un naon ki am boa an deiz-se.

1954
Référence : VAZA p.186

Er c'hoad bras, da darzh ar mintin, / Prim dihunet gant mouezh sklintin / Lapousedoù laouen Doue, / ' Klevis kuzul ha komplidi / Gant ar strollad uhelidi / ' Ren hon arme 'vit ar Roue.

1960
Référence : PETO p62

Tra an uhelidi hag an noblisite e lez an Duked a oa ar vojenn-se da gentañ holl.

2016
Référence : ILIAS p. 10

L'Office public de la langue bretonne