Tevel a rin war ar vartoloded vunut o tougen bigi dre lien [bigi-dre-lien] graet gant o zad pe o breudeur, war ar plac’hed yaouank en gwenn hag ivez gwrac’hed Breuriezh ar Rozera, war ar banieloù [bannieloù] ken pounner, ar c’hroazioù aour pe arc’hant, rak kavout a rin marteze tu da gomz diouto pa rin meneg eus pardon Sant Erwan.
Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre roeñvoù o skarañ lark-kaer war-du an Ernest Renan hag i leun a wragez hag a verc’hed yaouank eus Porzh Maria, Sant-Pêr, Porzh Haligenn ha me oar, ha d’o heul ar mammoù war evezh, o divjod spelc’het gant an avel-vor, o fenn a-dreñv ken ledan ha talbenn un dumporell hag holl o trailhañ ur brezhoneg ken garv ma n’intenten ket al lodenn vrasañ eus o c’homzoù…
Rak ur pemzektez bennak goude an dro-se, setu ma tegouezhas gantañ ur vag dre lien a oa kalz dereatoc'h evit bageal war ul lenn vras eget ur vagig pilprenn evel an hini a vezemp enni.
Mots précédents
Mots suivants
bagead