Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud pe an traoù) Divalav. Un den vil-spontus. Ul lec'h vil. Vil e oa da welet gant takadoù rous warnañ evel trouskenn. DHS. disleber, disneuz. ES. koant. 2. (db. an amzer) Fall. Amzer vil zo. HS. lous. ES. brav, kaer. 3. (db. obererezhioù an dud) Direizh. Ober traoù vil. Un dro vil a voe c'hoariet dezhañ. 4. Trl. Mont ouzh ub. a daolioù vil : lopañ dizamant warnañ. & Dre skeud. Taol vil : tro gamm. Ne c'halle ket an traoù padout evel-se hep na vefe un taol vil bennak etrezo. 5. (db. ar c'homzoù) Hudur. Komzoù vil a oa gantañ. 6. (db. an dud) Ur pezh vil : ul lampon, un den direizh. & Tr. estl. Dre gunuj. Loen vil ! Pezh vil ! II. Adv. 1. En un doare direizh. Kaozeal, respont vil. Komzet en doa vil ouzh ar skolaer. & Ober vil da ub. : e heskinañ, klask noazout dezhañ en un doare direizh. Diwall da ober vil da honnezh ! Me zo bet graet vil din. [1954] N'eo ket abalamour ne oa ket un den a feiz, ar c'hontrol eo ; re vil, war a grede dezhañ, e veze graet d'an Aotrou Doue en ilizoù [.] 2. G. pouez. Kenañ. Traoù marc'hadmat-vil : dister o friz. DHS. lous, spontus. III. Impl. da ak. 1. Ne bado ket e garr outañ gant ar vil a ra dezhañ. 2. Tr. adv. DRE VIL : en un doare direizh. Distaget eo bet dre vil Bro-Naoned a-ziouzh Breizh. & Trl. DRE GAER PE DRE VIL, DRE VRAV PE DRE VIL : dre gaer pe dre heg. Mont a reas dezhañ dre vrav da gentañ, dre vil goude.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

vil

1499
Référence : LVBCA p203

vil

1659
Référence : LDJM.1 pg impudique, vilain

vil

1659
Référence : LDJM.1 pg chiche, deshonneste

foui vil

1732
Référence : GReg pg fi (le vilain)

vil

1732
Référence : GReg pg bas (malhonnête, rampant, abjet), difforme (laid)

vilañ

1732
Référence : GReg pg bas (malhonnête, rampant, abjet)

viloc'h

1732
Référence : GReg pg bas (malhonnête, rampant, abjet)

lâriñ komzoù sot, komzoù vil

1732
Référence : GReg pg (dire des paroles) deshonnêtes

vil

1850
Référence : GON.II pg vîl

ar vilañ anezho-holl eo

1850
Référence : GON.II pg vîl

viloc'h eo eget e c'hoar

1850
Référence : GON.II pg vîl

vilañ

1850
Référence : GON.II pg vîl, vila

gwall vil eo lakaet gant ar vrec'h

1850
Référence : GON.II pg vîl

viloc'h

1850
Référence : GON.II pg vîl, viloc'h

Vil e oa ma mestr.

1944
Référence : EURW.1 p79

N'eo ket abalamour ne oa ket un den a feiz, ar c'hontrol eo ; re vil, war a grede dezhañ, e veze graet d'an Aotrou Doue en ilizoù, ha hervezañ re griz holl e oa ar veleien : « Ur vezh eo dezho, emezañ, leuskel hor Salver da baouranteiñ e noazh-pilh, koulz eo lavarout, war e groaz ».

1954
Référence : VAZA p.22

Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guzh / Em askre vil ha trellet tenn ?

1960
Référence : PETO p27

Disent vil diouzh Hon Tad Santel, / D'an Nasion, ar gozh trantell, / E touis fealded dre le / Ha me disamm a gazel-ge.

1960
Référence : PETO p62

Rak ur pennad goude e klevjomp peseurt tro vil en devoa c'hoariet d'ar Gouarnour : gwelet en devoa listri-dindan-vor alaman o tont da dagañ Cocobeach.

1985
Référence : DGBD p88

Sioul-meurbet e oa an den, ne enebas ket, hogen teurel a reas ouzhin ur sell vil, ken e voen leun-c'hwezh-dour evel pa'm bije redet.

2012
Référence : DJHMH p13

Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.

2015
Référence : DISENT p105

Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.

2015
Référence : DISENT p157

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux