I.
Adv.
1. (en amzer hag en egor)
War-bouez nebeut.
O soñjal peur, pe war-dost, e lavaras an dra-mañ-tra.
2. (goude ur v. er stumm-nac'h)
Na tost.
Birviken ne vint war-dost heñvel ouzh ho kloar : birviken ne vint heñvel outi, na tost da vezañ.
II.
Tr. ar,
WAR-DOST DA.
1. (en egor)
Tost da, nepell diouzh.
Ar c'hañval a zouge an aotrou manac'h war-dost d'e c'houzoug.
2. (en amzer, dirak un av.)
Termen a dalvez da c'heriañ an nested e-keñver ur stad pe un ober da zont.
Ur plac'hig yaouank war-dost da zimeziñ.
HS. a-wel (da), edan, e-tro (da), tost (da), war, war-nes, war-sin.
3. (dirak ur ger a denn d'un niver, d'ur c'hementad)
Termen a verk e tizher koulz lavaret an niver-mañ-niver, ar c'hementad-mañ-kementad dre ziouer.
War-dost da bemp mil den zo er barrez.
DHS. war-dro.
HS. sa, tost (da), war-bouez, war-vete.