1. Bern.
Ur yoc'h dilhad.
Yoc'hoù gwinizh paket-brav. Ur yoc'h vein.
2. Tr. adv.
En e yoc'h, en ur yoc'h : e stumm ur yoc'h.
Laoskit ho teileg en he yoc'h. Dastum a rae an tammigoù glaou hag en o lakae en ur yoc'hig.
3. Yoc'h verien : merieneg.
HS. krugell-verien.
4. Dre skeud.
Kementad bras.
C'hwi a lenn ur yoc'h levrioù. Ober a rae ur yoc'h ardoù.
5. NEVEZ.
Ar yoc'h : ar braz eus an dud, enebet ouzh ur rumm dud dibabet.
Komz, stourm en anv ar yoc'h.
DHS. gwerin.
6. Tr. adv.
UR YOC'H : kalz a.
Ur yoc'h karantez, ur yoc'h fallentez.
7. Tr. rag. am.
UR YOC'H : kalz.
Lod a soñj ne dalv ket kalz a dra, lod all a soñj e talv ur yoc'h.
Référence :
BROU
p. 389 (monceau; ce nom n'est utilisé qu'en composition, comme nom propre. Il sert à désigner plusieurs grnades roches ayant la forme de meules de foin ou de paille)
yoc'h
1931
Référence :
VALL
pg amas
O renkañ a c'helljen evel-just e-touez an emlazhoù armerzhel met aze ez eus lec'h evit Bro-C'hres a-bezh ha ne gavan ket reizh lakaat anezhe mesk-ha-mesk gant ar yoc'h.