Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Youc'hadeg. An huch hag ar youc'h a gleved teir lev dro. Son ha youc'h a oa a-hed an hent ganto. 2. Dre heveleb. (db. an avel, ar mor dirollet) Trouz damheñvel ouzh loened o youc'hal. Mouget e voe o galv gant youc'h an avel.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Nemet, kerkent ha m’en em ziskouez ar speredoù dic’hlan, an erevent drouk hag an teuzioù orgedus, e skoont o armoù en ur strapadeg vras hag e taolont o garm-emgann, o youc’h-brezel.

1923
Référence : SKET p.115-116

Ha ken taer eo ar youc’h-se ha yudadeg tri-ugent arzh feulzet o tiskenn eus ar menezioù, seizh-ugent tarv gouez o tont eus ar gouelec’h, nav-ugent bleiz kriz marnaoniet o tiredek eus ar c’hoadoù.

1923
Référence : SKET p.116

D’ar youc’h-se taer, spouronus, euzhus, trec’h da drouz al lanv hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredoù drouk ha dic’hlan pep nerzh ha pep herder.

1923
Référence : SKET p.116

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Référence : SVBV p6

dre youc'h an holl

1931
Référence : VALL pg (nommer par) acclamation

Unanet al lavnennoù e voe youc'h ha strak daouarn. Eno e voe pozet diazez Skol Veur Barzhed Breizh Vihan.

1944
Référence : EURW.1 p.134

Kathrine a heulias ur strollad paotred yaouank c'hoarzh ha youc'h ganto e-barzh un davarn.

2023
Référence : DREAM p. 107

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux