Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. (db. al loened) Bomm mouezh taolet gant ur bleiz, h.a. E-kreiz nozvezhioù du ar goañv e klever harzhadennoù chas ha youc'hadennoù bleizi. 2. (db. an dud) Son uhel ha kreñv taolet gant ar vouezh, a-benn reiñ da glevet e blijadur, e boan, e gounnar, h.a. Teuler a raent youc'hadennoù a spont. Leuskel a reas ur youc'hadenn p'he gwelas ker koant. en-dro d'ar maner e sav e youc'hadennoù. 3. Dre heveleb. (db. an avel, ar mor dirollet) Trouz damheñvel ouzh loened o youc'hal. Youc'hadennoù an avel.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

youc'hadenn

1850
Référence : GON.II pg iouc'haden

youc'hadennoù

1850
Référence : GON.II pg iouc'haden

me laosko ur youc'hadenn dezhañ

1850
Référence : GON.II.HV pg iouc'haden

youc'hadenn

1850
Référence : GON.II.HV pg hourrah

Ar gwel eus ar gwad a atizas an holl ; ur youc’hadenn skiltrus a dregernas dre bevar c’horn bourk Plabenneg, ar bizhier a savas en aer, ar mein a gouezhas stank war Gorbet hag e soudarded.

1877
Référence : EKG.I. p.263

Hag ur youc’hadenn ! ur youc’hadenn ken euzhus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Hag eñ o klevet ur youc’hadenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Eno… ar besketaerien — e-unan en devoa klevet anezhe en ti-nezañ o lavaret — pa vezent o tragiñ war an aod, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennoù euzhus ar paourkaezh tremeniad muntret war al Lev.

1925
Référence : BILZ2 p.124

En-dro d’ar maner e savas neuze youc’hadennoù, skrijadennoù, un dourni, ur voubou… N’ouzon ket penaos maner Kervarker n’eo ket bet kouezhet en e boull !… Evit ur jolori, setu amañ ur jolori.

1925
Référence : BILZ2 p.160

Hag an dra-se a oa gwir, gwiroc’h eget gwir, rak klevet e oa bet, e-pad an noz, youc’hadennoù mantrus, spontus, ha den ebet war an douar ne c’halle youc’hal en doare-se.

1944
Référence : ATST p.80

Ar marichal a reas an herrañ ma c’hellas : youc’houc’hou ! Koadoù Troboa a dregernas gant e youc’hadenn.

1944
Référence : ATST p.122

Youc'hadennoù : un nebeut komisaerien a ra war hon tro, war-dro hor malizennoù, un nec’hamant d’ar re a veaj e Bro Saoz ar wech kentañ, rak n’eus ket a dikedoù pakadoù.

1944
Référence : EURW.1 p.112

Ha war-dro 10 eur 1/2 e voe ur youc'hadenn vras a levenez, ar garm "on a gagné" huchet gant meur a viliad tud pa voe klevet e oa lezet ar brizonidi da vont dieub er-maez.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p4

Klevout a reomp an heklev eus youc'hadennoù ha luganioù.

2015
Référence : EHPEA p18

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux