Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Obererezh youc'hal. Ur chaok hag ur cholori ken skiltrus ha youc'herezh paotred ar Sabad. 2. Dre ast. Youc'hadeg. Ne dregerne ken an draoñienn gant ar youc'herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol. Sevel a reas klemmoù uhel, youc'herezh, taolioù.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

youc'herezh

1850
Référence : GON.II pg iouc'hérez

Eno, daoulinet e-kreiz ur vojenn derv, aet he delioù gant ar goañv, e kleve trouz an tennoù fuzuilh : a-wechoù, gant an avel yen ha yud a c’hwezhe dre ar gwez, e teue betek ennañ klemmoù ar re [a] oad o peurlazhañ, ha youc’herezh ar soudarded disakret…

1877
Référence : EKG.I. p.42

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Référence : EKG.I. p.200

War-dro div eur e klefjemp youc’herezh, cholori ha jabadao war-dro ar Vengleuz.

1878
Référence : EKG.II p.15

Kri ha youc’herezh a gleven ivez, evel pa vije kollet o fenn gant ar re o doa lakaet an tan.

1878
Référence : EKG.II p.30

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux