Télécharger les mots parents enepyuzev yuzev yuzev-arabeg yuzevegezh
Gwashañ tra, un tammig krennañ a veze graet e pep lec’h d’am feadra : e palez Ministr an Traoù Diavaez, evit va faper tremen-hent ; e ti ar Prefed Polis evit ur skrid da ziskouez n’am boa morse na laeret, na lazhet, na pec’het e stumm all ebet a-enep d’al lezenn ; e burev Koñsul Rusia a dlee sinañ ha timbchañ va holl baperennoù, ha dreist-holl testeniañ ne oan nag un dispac’her, na – Doue da virje – ur Yuzev.
Evit krennañ berr, e gemer a raen – hag a ran ! – evit un abostol gwashoc’h eget an Iskariotez a werzhas Doue d’ar Yuzevien evit tregont diner.
Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.
Mots précédents
Mots suivants
yuzev-arabeg