GALLEK., DIZIMPL.
I. (db. an dud, war tachenn ar Relijion pe ar vuhezegezh)
1. [1499, 1732, 1904] An dioueriñ, madoù fetis (boued, evaj) pe plijadurezhioù zo (evel an darempredoù revel), diwar ziviz.
2. (er relijion gristen)
[1499, 1732, 1904] Doug padus ha youlek da zioueriñ madoù pe plijadurezhioù zo gant ar pal reizhañ e vuhezegezh, uhelaat e stad speredel.
&
Ent strizh.
Ober vijil.
II.
MEZEG.
An dioueriñ, boued pe evaj dreist-holl, pe an dioueriñ ober tra pe dra evit glask pareañ eus ur c'hleñved bennak pe klask gwellaat e stad yec'hed.