Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. [1931] Den eus Amerika. 2. Ent strizh [1943, 2015] Den eus Stadoù-Unanet Amerika. [1943] N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned. [2015] En Alamagn ar Reter, ma faotr, ma skrabes da fri gant da zorn dehou e vezes fuzuilhet evel gwazour kuzh an Amerikaned.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

Amerikan

1931
Référence : VALL pg Américain

Amerikan

1931
Référence : VALL pg Américain

Amerikaned

1931
Référence : VALL pg Américain

Amerikiz

1931
Référence : VALL pg Américain

N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.

1943
Référence : TNKN p8

Evel-se emañ an Amerikaned holl : p’en en dommont ouzh tra pe dra, ne chomont ket da blediñ gant soñj ar sellerien.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Nebeut a Frañsizien a-ouenn a oa en urzh : Alamanted, Alzasiz, Belgiz, Iwerzhoniz, Euskariz, Amerikaned e oa an darn vuiañ.

1944
Référence : EURW.1 p49

An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Er gegin e felle dezhi chom ; an Amerikanez a oa lorc’h enni gant he c’havadenn.

1944
Référence : EURW.1 p.189-190

En Alamagn ar Reter, ma faotr, ma skrabes da fri gant da zorn dehou e vezes fuzuilhet evel gwazour kuzh an Amerikaned.

2015
Référence : EHPEA p177

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux