GALLEK., DIZIMPL.
I. (db. an dud)
1. [1499, 1659, 1732] Zo bet anezho gwechall-gozh, en ur mare pell-meurbet diouzh an hini a gomz.
[1732] Diskouezidigezh an aelez d'ar batriarched añsien, d'an Itron-Varia, d'an aotrou sant Jozeb. [1732] Al langaj brezhonek eo an hini a gomze gwechall ar C'hallaoued añsien.
&
[1732] An añsien tadoù : an hendadoù.
&
[1659] Ar re añsien : an hendadoù.
2. Kozh.
II.
(db. an traoù)
ROUEZ.
Kozh.
asamble ar Vinistred, hag ar re añsien eus an hugunoded
açzamble ar Vinistred, hac ar re ancian eus an hugunoded
1732
Référence :
GReg
pg consistoire (de Calviniste)
al lezenn añsian, hag al lezenn nevez, al lezenn a c'hras
al lezenn ancian, hac al lésenn névez, al lésenn a c'hraçz
1732
Référence :
GReg
pg (l') écriture (Sainte, la Bible, l'ancien & le nouveau Testament)
Ar c'hompartamant eus an den-hont a dosta un neubeut ouzh hini ar C'hallaoued añsien.
Ar c'hompartamand eus an dèn-hont a dausta un neubeud oud hiny ar c'hallaouëd ancian.
1732
Référence :
GReg
pg gaulois (Cet homme a les manieres un peu gauloises.)
diskouezidigezh an aelez d'ar batriarched añsien, d'an Itron-Varia, d'an aotrou sant Jozeb
disquëzidiguez an aelez da'r batryarched ancien, da'n introun varya, da'n autrou sant Josep
1732
Référence :
GReg
pg apparition
al langaj brezhonek eo an hini a gompse gwechall ar C'hallaoued añsien
al langaich brezounecq eo an hiny a gompsé güeachall ar challaoüed ancyen
1732
Référence :
GReg
pg (le) Breton (est la langue Celtique, ou, des anciens Gaulois)
añsien
ancien
1732
Référence :
GReg
pg ancien
Ar c'hloc'h a sonas, ar re « añsien » a heñchas ar re nevez war ar pezh a oa d'ober.
Ar c'hloc'h a sonas, ar re « ansien » a hentchas ar re nevez war ar pez a oa d'ober.
1944
Référence :
EURW.1
p32
Ar re « añsien » a eilgerias Deo gratias hag a lammas e-maez o gwele.
Ar re « ansian » a eilgerias : Deo gratias, hag a lammas emaez o gwele.
1944
Référence :
EURW.1
p33
Note d'étude
Termen testeniekaet mat e krennvrezhoneg hag e brezhoneg modern en deus kemeret lec'h an termen "hen" hep dont a-benn da zistroadañ ar ger "kozh". Padet eo well-wazh e implij betek ennomp ha chomet eo bev er brezhoneg pobl ma c'haller e glevet c'hoazh a-wechoù. Talvezet en deus an termen-mañ da sevel an anv-familh "an Añsien" e lec'hioù zo. Moarvat eo bet erlec'hiet gantañ an anv "an henañ".