1. Tapet ur gouli (1) gantañ.
Ur paotr gouliet. Gouliet oc'h en ho morzhed.
2. Tapet ur gouli (2) pe goulioù gantañ.
Poazh e oa he bugel gant ar gouliet e oa.
3. Dre skeud.
Doaniet.
Pareañ ar c'halonoù gouliet.
HS. gloazet.
Soudard a oa bet gant an aotrou, ha bet er brezel : gouliet, torret e vorzhed kleiz gant ur vouled kanol ; kamm e oa chomet abaoe : ac’hane e leshanv Gargam[m].
Soudard a oa bet gant an ôtrou, ha bet er brezel : gouliet, torret e vorzed klei gant eur vouled kanol ; kamm e oa chomet abaoe : ac’hane e leshano Gargam.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.976 (Even 1924)
Un den gwall c'houliet a vo lienet aesoc'h a se ma roer ur banne gwin-ardant da evañ dezañ.
Un den gwall-c'houliet a vo lienet aesoc'h a se ma roer ur banne gwin-ardant da eva dezañ.