1. (db. ar boued)
A ro c'hoant debriñ.
Mar en deus ar roue boued friantoc'h eget n'hon eus-ni, me oar e tebromp naonekoc'h egetañ.
&
Tamm friant : tamm boued lipous.
Ul lonker ne glask nemet tammoù friant.
HS. c'hwek, lipous.
2. Diaes da walc'hañ, c'hoantek.
N'omp ket selaouerien friant evit ar pezh a sell ouzh ar c'hanaouennoù.
DHS. angoulet, figus, lipous, pitilh.
3. Douget d'an darempredoù lik.
Ne oa na friant na merc'hetaer e nep feson. Paotred ho marchosi zo friant hag ho pried zo yaouank.
&
Trl.
Bezañ friant war blijadur ar c'horf.
DHS. gadal, lik, lirzhin, sev.
4. Trl. skeud., pemdez
Tamm friant : plac'h hoalus.
Pinvidik eo ha kaer, ha koant : un tamm friant eo ar verc'h-se.
5. Bagol, zo startijenn ennañ.
E doare bugale friant, n'o deus ket aon rak o zad, a lez un nebeud kabestr ganto. Ur marc'h friant.
DHS. seder, yac'h.