lenn
lenn
lost al lenn, lost an lenn, beg al lenn
al lenn
dizour eo al lenn
lenn
lenn
Gounezet e voe ganto dre an armoù holl zouar Baltia, diouzh ar c’hornog betek mor ar Goularz ha, diouzh an hanternoz, betek ar rannvro goadek ha braslennek dalc’het gant ar Sitoned. Ar vro-se d’ar Sitoned (Sitolandon), pe bro al Lennoù (Lukolandon), eo a anver bremañ Skandia pe Skandinavia, diouzh an anv a vez graet anezhi en o yezh gant ar « Gutoned », an « Teutoned » hag ar Semnoned.
Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
lenn
al lenn
N'eus forzh penaos, goude ha ma vije gwir un adlusk nevez a-walc'h er Mulgul e-unan, n'eur ket evit kompren evel-se tri zoull ar Mulgul, hogen hepken diazezadur ar stêr er Mulgul dre vras [dre-vras] ; rak, ma vije bet frailhennoù o lakaat al lodennoù-se da c'houzizañ, e vije bet lennoù war ar stêr, ha karget e vije bet tamm-ha-tamm al lennoù-se a draezh hag a lec'hid, hep m'o devije talvezet da netra evit diazez ar stêr, daoust d'ar pezh a soñj Musset.
Miliner Penn-an-Aod a voe ker spontet ouzh e glevout ma tegouezhas dezhañ kouezhañ frank e-barzh al lenn, en ur vont diwezhat eus e vilin d’e di.
Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.
Adalek Sassandra ez eo izel an aod, hag an erv draezh a vez o tispartiañ eus ar mor ur rummad loc'hioù pe lennoù dour dous ; rak a-hed an aod-mañ ez eus ur froud nerzhus o kas war du ar Reter an diskargadur o tont eus ar stêrioù - Sassandra, Bandama, ha Komoe o vezañ an teir vrasañ anezho - ha berniet e vezont en ur eeunañ an aod, un tamm evel ma c'heller gwelout e Breizh war Arvor Vili ar vro vigoudenn pe etre an Oriant ha ledenez Kiberen, met amañ e c'heller heuliañ an erv war bevar-c'hant kilometr, pe dost.
Mots précédents
Mots suivants
lenn