Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

A-LIV GANT : eus an hevelep liv (hag udb.). Daoulagad a-liv gant ar mor. Da garr zo a-liv gant ma hini. Hemañ zo e benn a-liv gant ar c'histin. Emaint a-liv an eil gant egile. [1955] Sed amañ da skouer ur beleg gant un tog foñs hir hag ur soutanenn a-liv gant hini un eskob, met daoust da se, a-drugarez d’e varv fuilhet ha d’e gizennadoù blev a-strew war e zivskoaz evel re va c’henvroadezed, kañfardezed Enez Eusa, e tenn kalz muioc’h d’ur ribler eget d’un den a iliz.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Gwenn evel bleñchoù-gwrizioù edo neuze ar blev anezhañ. Dre-se e felle d’an doueed diouganiñ e furnez. Gant ar mizioù ez ejont war alaouriñ, ken na voent deut a-liv hag a-sked gant blev e dad hag e vamm (2).

1924
Référence : SKET.II p.7

Bez’ veze war benn ar ganfardezed-se ur boned danvez a-liv gant ar sae ha stummet dres evel hini Mariana war [dimchoù] ha moneiz Bro-C’hall.

1954
Référence : VAZA p.170

Sed amañ da skouer ur beleg gant un tog foñs hir hag ur soutanenn a-liv gant hini un eskob, met daoust da se, a-drugarez d’e varv fuilhet ha d’e gizennadoù blev a-strew war e zivskoaz evel re va c’henvroadezed, kañfardezed Enez Eusa, e tenn kalz muioc’h d’ur ribler eget d’un den-a-iliz.

1955
Référence : VBRU p.42

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Référence : VBRU p.48-49

L'Office public de la langue bretonne