V.k.e.
1. Lakaat ub. da goll pasianted dre gomzoù pe jestroù hegasus.
Añjinañ e c'hoar. Karout a ra re vras añjinañ ar voused. Bez' e vez ingal oc'h añjinañ unan bennak.
DHS. atahinañ, chikanañ, chigardiñ, hegaziñ.
2. Goapaat pe flemmañ ub. un tammig bihan en un doare dinoaz, evit c'hoari pe farsal.