Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

[1575, 1732, 1867, 1932, 1972, 1980, 1985, 2012, 2013, 2016] Bet anaoudegezh eus udb. pe eus ub. [1575] En anv a'n Tad, ha'r Mab abred, / Roue ha krouer, ha'r Glan Spered [;] / Un doe anavet dre a gredan / Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan. [1732] Anavezet gant an holl. [1732] Anavezet eo dreist ar re all. [1732] Anavezet eo gant ar bed-holl. [1867] Ma ve, dianañ, kreñv hoc'h eskell / Da vont evel ar gioc'h, ar c'hrakhouad, ar c'haran, / Dreist ar gouelec'h, ar mor ledan, / D'ar broioù n'int anavezet. [1867] Anavezet bremañ, pep hini gant he forc'h : / Ar mestr, ar meveloù a sko a-nerzh o c'horf / War al loen reuzeudik / A rankas mervel mik, / Kaer voe dezhañ ouelañ. [1867] « Me eo Sezar, ne dec'h rak bleiz ; / Ganen-me n'eus ket a c'hlabous ; / Anavezet on e pep bro. » [1877] Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz [...]. [1931] Anavezet-tre. [1944] Raktal e voen em aez hag anaoudegezh e voen lakaet da ober hep digarezioù gant tud a oa dija er sal, hag a dlee o anvioù dont hepdale anavezet dre ar vro. [1972] Te darjeeling eo an anavezetañ eus ar seurtoù te indezat. [1980] [...] o kanañ hag o tiskanañ pozioù anavezet "an Alarc'h, gwerz Plogoñv", [...], o luskellat a-gleiz hag a-zehoù e-giz gwagennoù bountet gant an avel. [1985] Evidon-me em eus kavet ur "boy" rak Makaya (an delienn) oa anavezet en araog gant H. hag en devoa bet tu d'hen implij evel "mwana" (mous) ; deuet e oa bremañ da vezañ ur paotr bras ha gouest e oa da vezañ boy, ar pezh a zo c'hoant kement mousig beg-du a c'hell dont war-dro un den gwenn. [2012] Tennañ a reas prim un alc'houez eus e chakod, digeriñ an nor ha mont tre en ti, ha distreiñ kerkent gant dek lur e pezhioù aour, hag evit ar peurrest, gant ur chekenn da dennañ war ar bank Coutts, taladus d'an douger ha sinet gant un anv na c'hallan ket diskuliañ, evitañ da vezañ unan eus krefen pennañ va istor, hogen un anv anavezet-tre e oa, a vez alies er c'hazetennoù.[2013] Anavezet mat eo pouez an eil prantad-se war arz an ilizoù parrez hag ar chapelioù e bro-Gernev. [2016] Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel. [2016] Ur gerentiezh dic'hortoz ha nebeut anavezet a lakfe hon Akilleüs da vezañ ivez, gouez da istorourien zo, breur gevell Cùchulainn, armoù burzhudus ha Tan-an-haroz hag all...

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Référence : M. p34

anavezet gant an holl evit &c

1732
Référence : GReg pg fameux (-se, connu, renommé)

Anavezet eo gant ar bed-holl.

1732
Référence : GReg pg fameux (Il est très fameux dans le païs.)

Anavezet eo dreist ar re all.

1732
Référence : GReg pg fameux (Il est très fameux dans le païs.)

Gorsedd Barzhed Gourenez Breizh-Izel a zo ur gevredigezh anavezet gant lezenn Bro-C'hall, dre m'eo graet miridigezh e Reolennou a Ziavaez er "Préfecture de Police" an 23 a viz Du 1908, er stumm skrivet amañ war-lerc'h

1850
Référence : GON.II p.22

Hag anavezet on-me gant ho c’hoar ?

1850
Référence : GON.II p.86, livre second, « Votre sœur me connaît-elle ? »

Anavezet bremañ, pep hini gant he forc'h : / Ar mestr, ar meveloù a sko a-nerzh o c'horf / War al loen reuzeudik / A rankas mervel mik, / Kaer voe dezhañ ouelañ.

1867
Référence : MGK p44

« Me eo Sezar, ne dec'h rak bleiz ; / Ganen-me n'eus ket a c'hlabous ; / Anavezet on e pep bro. »

1867
Référence : MGK p113

Ma ve, dianañ, kre hoc'h eskell / Da vont evel ar gioc'h, ar c'hrakhouad, ar c'haran, / Dreist ar gouelec'h, ar mor ledan, / D'ar broioù n'int anavezet.

1867
Référence : MGK p16

Setu perak e rankjont neuze inventiñ an tennañ da sort, tra griz-meurbet, re anavezet bremañ.

1877
Référence : EKG.I. p.261-262

Ker buan e voe anavezet, rak ar brud eus a Loull ar Bouc’h, eus e grizder e keñver an dud vat hag ar veleien gozh, a oa aet dre bevar c’horn ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.152-153

Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz, en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz ; o madoù a vije aet gant ar republik, pe, evel [e] lavared neuze, gant an "nasion", hag o gwragez hag o bugale o divije ranket mont da glask o boued dre an hentoù.

1877
Référence : EKG.I. p.211-212

— Nann, Jaouen ; anavezet out gant an holl evit un den a benn hag a galon.

1877
Référence : EKG.I. p.214

Ar pep uhelañ, anavezetañ, brudetañ eo ar re-se, nemet ez eus re-all c’hoazh a zo kendere ganto pe un nebeudig hepken a-is en enor, e nerzh, e kened, e pinvidigezh, e galloud, e sked, e brud, kerkoulz anavezet ha kehelet an anv anezo gant an holl war an douar-Bras hag en enezennoù.

1923
Référence : SKET p.29

An anavezetañ eus an nevedoù-se ez oa an hini a oa bet savet e Sonnobriga.

1923
Référence : SKET p.124

Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traezh hag ez oa anezho teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-marv, a gemere troad en aod, en ur waskañ o blevioù melen glebiet-holl gant ar c’hoummoù.

1923
Référence : SKET p.114

Hag-eñ bec’h her c’hrediñ, emañ an dra anavezet-mat gant kement hini o deus ergerzhet broioù ar C’hreisteiz.

1923
Référence : SKET p.100

O vezañ m’oa an azen pe zamanavezet pe zianav d’ar Gelted, e tro Segobranos ar roue e ziskouarn azen en ur roue e ziskouarn marc’h.

1923
Référence : SKET p.15

E dad ? N’eus ket bet anavezet anezhañ : beuzet e oa bet, a-raok ginivelezh ar paotr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

anavezet-tre

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIII

Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Lukaz a selle outo, ha souezhet e chome, pa zeue soñj dezhañ eus doare digristen an daou zen yaouank da zegemer ar c’heloù eus marv o eontr, ha ne voe ket bet evit en em virout da lavarout d’e wreg un dra hag a oa anavezet eus Karreg an Tan betek Menez-Hom ["Menez-C'hom"] : — « Ar re-se a zo daou istrogell. »

1944
Référence : ATST p.16

Raktal e voen em aez hag anaoudegezh e voen lakaet da ober hep digarezioù gant tud a oa dija er sal, hag a dlee o anvioù dont hepdale anavezet dre ar vro.

1944
Référence : EURW.1 p66-67

Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou.

1944
Référence : ATST p.9

te darjeeling eo an anavezetañ eus ar seurtoù te indezat

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.42

[...] o kanañ hag o tiskanañ pozioù anavezet "an Alarc'h, gwerz Plogoñv", [...], o luskellat a-gleiz hag a-zehoù e-giz gwagennoù bountet gant an avel.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Evidon-me em eus kavet ur "boy" rak Makaya -an delienn- oa anavezet en araog gant H. hag en devoa bet tu d'hen implij evel "mwana" -mous-; deuet e oa bremañ da vezañ ur paotr bras ha gouest e oa da vezañ boy, ar pezh a zo c'hoant kement mousig beg-du a c'hell dont war-dro un den gwenn.

1985
Référence : DGBD p29

Tennañ a reas prim un alc'houez eus e chakod, digeriñ an nor ha mont tre en ti, ha distreiñ kerkent gant dek lur e pezhioù aour, hag evit ar peurrest, gant ur chekenn da dennañ war ar bank Coutts, taladus d'an douger ha sinet gant un anv na c'hallan ket diskuliañ, evitañ da vezañ unan eus krefen pennañ va istor, hogen un anv anavezet-tre e oa, a vez alies er c'hazetennoù.

2012
Référence : DJHMH p14

Anavezet mat eo pouez an eil prantad-se war arz an ilizoù parrez hag ar chapelioù e bro-Gernev.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p17 (YF Dupuy)

Ur gerentiezh dic'hortoz ha nebeut anavezet a lakfe hor [sic, hon] Akilleüs da vezañ ivez, gouez da istorourien zo, breur gevell Cùchulainn, armoù burzhudus ha Tan-an-haroz hag all...

2016
Référence : ILIAS p10

Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel.

2016
Référence : ILIAS p3

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux