Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.
Evel-se e c'hall kemer plas ur stourmer all a vefe chadennet, amzer dezhañ da vont betek ar privezioù pe a-drek d'ur c'hleuz !
Er c'hontrol eo bet kendrec'het ar saotrerien industriezhioù lous, al labourvaoù a-du gante, al lobioù gwallus, ar soudarded kuzhet a-drek o sekredoù hag ar pennoù bras tapet e gwall pa'z aent a-enep interestoù ar brasañ niver e vefe bet gwashoc'h dezhe reiñ muioc'h a bouez d'an obererezhioù-se o reiñ astenn dezhe gant prosezioù.