1. (dirak un av. pe un ak.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'ul lusk war-du an hini zo o komz, an hini a denn splet eus an ober.
Dedennañ, degas, degemer, deredek.
2. (dirak un av. pe un ak.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'udb. a vez graet diwar udb. all.
Desevel, deverañ.
EVEZH. : kemm. blot e deroù an elfenn a lakaer goude de-.