Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Pred bras a aozer da-geñver ul lid bnk. evit kalz a gouvidi. Ober ur banvez evit eured e verc'h. Banvezioù pompus. [1954] E kement porzh-mor e tegouezhe dimp douariñ ennañ, e veze aozet war ar C’hleber ur banvez pe ur gorolladeg, ha goude un abadenn c’hoariva [...]. 2. (impl. hep gm.) Trl. Ober banvez : kemer perzh e predoù fonnus. & Trl. Ober banvez da ub. : servijañ traoù lipous dezhañ. HS. chervad, friko.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

banvez

1659
Référence : LDJM.1 pg bauquet, festin, banvez

banvezioù

1659
Référence : LDJM.1 pg bauquet, festin

banvezioù

1732
Référence : GReg pg banquet (festin)

banvez vras

1732
Référence : GReg pg (grand) festin

ober banvez

1732
Référence : GReg pg (faire) festin (festiner, être en festin, se régaler)

festoù, ha banvezioù en enor d'ar falsdoue Bakus

1732
Référence : GReg pg baccanales (fêtes de Bacchus chez les Payens)

banvez vihan

1732
Référence : GReg pg (petit) festin

banvez

1732
Référence : GReg pg banquet (festin)

banvez

1850
Référence : GON.II pg banvez (Banquet. Festin. Régal. Repas magnifique), fést

Kalz a dud a vezo er banvez.

1850
Référence : GON.II pg banvez (Il y aura beaucoup de monde au banquet).

Ar banvez a zo bet dispignus.

1850
Référence : GON.II pg dispiñuz (Le banquet a été dispendieux).

banvezioù

1850
Référence : GON.II.HV pg banvez (Banquet. Festin. Régal. Repas magnifique. Pl.)

Seizh devezh war o hed dibaouez-kaer e pade ar banvez, ar c’hoari, ar c’han hag ar c’horoll.

1923
Référence : SKET p.62

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

"banvez" g. [...], liester "-ioù"

1923
Référence : SKET p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "banquet, festin".

banvezioù

1927
Référence : Geri.Ern pg banvez

banvez

1927
Référence : Geri.Ern pg banvez

banvez

1931
Référence : VALL pg banquet

Ur goumoulenn a stign war ar banvez meurdezus...

1944
Référence : EURW.1 p.181

E kement porzh-mor e tegouezhe dimp douariñ ennañ, e veze aozet war ar C’hleber ur banvez pe ur gorolladeg, ha goude un abadenn c’hoariva, hag ar mestr-soner, anezhañ evitañ da vezañ va rener hag ur sac’h-c’hwez anezhañ, a ranke sentiñ ouzhin ha bezañ an nozvezhioù-se em gourc’hemenn, rak penaos en divije herzet ouzh ur gwaz ken tost ha me da galon an admiral ?

1954
Référence : VAZA p.100

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux