Ar stumm skrivet e embannadur kentañ ar C'hatolikon (1499, Ca) a oa "compation" met dav eo lenn "comparation" memestra dre ma oa disoñjet skrivañ arouez ar berradur gant ar mouller (p̄). Se zo kaoz e kaver diwezhatoc'h en eil embannadur ar geriadur (Cb, 1500) ar pennger "compassion" (truez ouzh ub.) ha pelloc'h c'hoazh gant ERnault (DEBM, FLMB) [Notenn gant Gwenole ar Menn, LVBCA p118].