Gwechoù all avat, met diwezhatoc'hik en endervezh e veze neuze, e taole gant ar varazh, ha dindan ur c'hardeur e veze leun pep gwazh-dour, gant pep tra o tiverañ, ken na veze mui nemet mont d'ar gêr (pe d'al lec'h ma vezed o lojañ, da nebeutañ) da glask dilhad sec'h da wiskañ.
Ma zad, Doue d'e bardono, a lavare din e teu ar c'heloù mat gant an dakennerez hag ar re fall gant ar varazh. Aze e tapan ma eil glebiadenn.
Mots précédents
Mots suivants
barazhad