v.
I.
V.k.e.
A. Kreskiñ nerzh pe hirder un elfenn en ur bomm-lavar pe en ur bomm-sonerezh evit abegoù ezteuler prl.
Ne vez ket toniet ul lavarenn-c'houlennata evel ul lavarenn eeun.
B. SONEREZH
1. Reizhañ an notennoù an eil diouzh eben a-benn reiñ tu da seniñ.
Toniet ec'h eus da biano.
&
Ent krenn
Emañ o vont da doniañ.
2. Toniañ udb. gant udb. all : reizhañ ur benveg diouzh ar mod eo reizhet ar re all a-benn gallout seniñ a-gevret.
Toniañ ur gitar gant ur piano.
&
Ent krenn
Emañ o vont da doniañ gant ar gitar.
HS. keidañ.
II.
V.k.d.
Toniañ gant ud., udb. : en em glevet gant (ub.).
Ret e vo deoc'h toniañ gantañ.
III.
V.g.
En em glevet.
Ne doniont ket.