1. Plezhenn voan intret a zanvez helosk a dalvez da lakaat tarzh da strakañ.
Poulc'henn ar vombezenn.
HS. poulc'henn, mouch.
2. Dre skeud.
Gaou, kont.
&
Trl. skeud.
Lonkañ poulc'had (ub.) : krediñ gaou, gevier, kontoù (ub.).
Peogwir e vez lonket poulc'had an den-mañ, ma re a zle tremen ivez.
Reiñ poulc'had da lonkañ : lakaat da grediñ gevier.
DHS. brozenn, koñchenn.