v.
1. V.k.e.
Touellañ.
Goude bezañ tromplet ub. Tromplañ ar bobl.
[1878] Gant aon n’am befe ket troet mat, rak n’em eus ket a c’hoant da dromplañ den, e lakaan ar galleg en un tu, hag ar brezhoneg en un tu all.
&
Tromplet en deus ac'hanon : ma zouellet en deus, en em vanket on diwar e benn.
2. V. em.
EN EM DROMPLAÑ : faziañ.
En em dromplet oc'h.
En em dromplañ a reont en o avizoù : ur fazi a reont gant an avizoù-se.
En em dromplañ a rit ganin : faziet oc'h abalamour din.
N'en em drompl ket a wreg ! : diwall da gemer unan ha n'eo ket gwreg dit.