1. [1499, 1622, 1659, 1677, 1732, 1850, 1923] Leziregezh.
[1499] Diegi.
[1622, 1677] M. Pet seurt na pet pec'hed marvel zo ? D. Seizh, da lavaret eo : ourgouilh, avaris, luksur, gourmantiz, buanegezh ha diegi.
[1659] Diegi.
[1850] Gant an diegi eo dalc'het. [1850] Ho tiegi eo a zo bet abeg da gement-se.
[1923] Na ve ket e vefe en ho touez fistilherezh, gevierezh, hudurnez, dizeeunded, gwaskerezh, diegi, pe zifreterezh diboell ha diratozh !
&
Trl.
[1659, 1732] Digarezañ e ziegi : kuzhat e ziegi.
[1659] Digarezañ e diegi.
[1732] digarezañ e ziegi.
&
[1732] Mezhur e ziegi : magañ e ziegi.
&
[1924] Krogad diegi : barrad diegi.
[1924] En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.
2. [1924] KAOUT DIEGI OC'H OBER UDB., DA OBER UDB. : na gaout c'hoant da ober an dra-se, na gaout plijadur oc'h ober an dra-se.
[1924] Diegi, avat, am bez ouzh en ober, rak, evit va c’harantez, n’o deus ket anezhi !
&
[1924] KAOUT DIEGI D'UDB., OUZH UDB. : na vezañ troet gant an dra-se.
[1924] Mar n’ac’h eus nemet diegi ouzh micher sioul ar gounideg, kae da-unan gant ur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirien divat ha gra dezhi teurel eost.
3. Tr. adv.
E diegi, da ziegi ub. : en desped dezhañ.
Frouezh d’an digalonegezh, d’an diegi, d’an diouiziegezh ne vo biken an nav fennvad, hogen frouezh d’ar galonegezh, d’al labour, d’ar stourm, d’ar ouiziegezh.
Frouez d’an digalonegez, d’an diegi, d’an diouiziegez ne vo biken an nao fenvad, hogen frouez d’ar galonegez, d’al labour, d’ar stourm, d’ar ouiziegez.
1924
Référence :
SKET.II
p.28-29
En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.
En em voaz da drec’hi ennout pep semplaënn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad-diegi, pep skuizder, pep hiraez, pep gourvenn, pep erez, pep kamm-drivliad da galon, pep fallaënn da ene, pep treuz-kammed da spered.
1924
Référence :
SKET.II
p.31
Mar n’ac’h eus nemet diegi ouzh micher sioul ar gounideg, kae da-unan gant ur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirien divat ha gra dezhi teurel eost.
Mar n’ac’h eus nemet diegi ouz micher sioul ar gounideg, kae da-unan gand eur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirienn divat ha gra d’ezi teurel eost.
1924
Référence :
SKET.II
p.32
Diegi, avat, am bez ouzh en ober, rak, evit va c’harantez, n’o deus ket anezhi !
Diegi, avat, am bez ouz hen ober, rak, evit va c’harantez, n’o deus ket anezi !