Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Stad ub. n'eus den pe nemeur a dud war e dro, zo e-unan. C'hoant en doa bezañ en digenvez evit prederiañ. Aon en deveze rak an dud, savet ma oa bet en digenvez. & Trl. Bezañ en e zigenvez : e-unan. & Dre ast. Stad ub. na zarempred ket nemeur ar re a vez war e dro. Ne oan ket em bleud e-touez an dud-se, met unan anezho a gomprene ma digenvez. 2. Stad udb. n'eus tra war e dro. Ur c'hreñvlec'h en digenvez. 3. Lec'h digenvez. Kerzhet dre an digenvez. & Perzh ul lec'h digenvez. Digenvez ha sioulder a oa en dro dimp.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Nemet hiziv e ren el lec’hioù-se an digenvez hag an didrouz.

1923
Référence : SKET p.15

"digenvez" a. k.. g.

1923
Référence : SKET p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Solitude (état)".

Marteze, darn a zo hag a lavaro ez on-me heñvel ouzh an tourc'h - an dra-se ne vern ket, tamm ebet, evidon ! - hag evel an digenvez reunek-mañ ec'h en em blijan nemet [sic] el lec'hiou didud hepken.

1929
Référence : SVBV p.14

Evit tec'hout diouzh an Digenvez, e klasken diduamant, (...).

1944
Référence : EURW.1 p.88

E-pad an enderv koulskoude e c'heller gwelout kreñvlec'h Villa Cisneros en digenvez war e erv draezh.

1985
Référence : DGBD p15

Lavaret em eus dit e oan douget-kenañ d'an digenvez. Met n'eo ket gwir, rak a-hed va buhez, abaoe pevar-ugent vloaz emaon atav gant tud. Morse n'on bet digenvez. Marteze eo en abeg da se em boa c'hoant d'an digenvez.

2007
Référence : KASTE p. 151

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux