1. Araogenn skoazell a dalvez da eren un araogenn gevrennek ouzh an anvioù-kadarn, ar raganvioù a lakaer d'he heul, dre zegas merkoù gour evit displegañ un araogenn gevrennek.
Eilaraogenn eo "da" en araogenn gevrennek "abalamour da".
2. Araogenn skoazell a lakaer en he furmoù displeget hepken da-heul un araogenn evit displegañ an araogenn bennañ-se.
Eilaraogenn eo "e" er furm "betek ennañ" eus an araogenn "betek".