Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(war-lerc'h ar merk gour unan "am/em" pe lies "hor") I. DISPRED. Furm eus ar verb endevout en doare divizout. 1. (er c'hentañ gour unan) [1732] Me en enev [anav] evel pa em bez e vaget. [1732] Ra'm bez. [1732] pegement bennak ma am bez bet. HS. am befe 2. (er c'hentañ gour lies) [1622] Roit din, Mari, kontrision, / da cheñchañ leal a'm c'halon. / Dre ar pemp gouli a'r basion / Hor bez hep mar klouar pardon. [1622] Servijañ a ra deomp davantaj evit rekour yec'hed ar c'horf, mar bez ar gwellañ hag ar muiañ ekspediant evidomp, ma hor bez eñ. Hag abalamour da se, p'en em santomp klañv-bras eo neseser kaout rekours d'ar Sakramant-mañ. HS. hor befe II. BREMAÑ Furm voas eus ar verb endevout en amzer-vremañ. 1. (er c'hentañ gour unan) [1960] Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan. 2. (er c'hentañ gour lies) [1985] Darempred hor bez ingal a-walc'h gant ur Breizhad hegarat-kenañ eus Lokournan Leon hag a zo o vont da vBrazzaville gant e wreg.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

Krist az vez trugarez ouzhimp

1499
Référence : LVBCA p30, 71, 127, 154, 163, 199 (crist ayez mercy de nous)

Roit din, Mari, kontrision, / da cheñchañ leal a'm c'halon. / Dre ar pemp gouli a'r basion / Hor bez hep mar klouar pardon.

1622
Référence : Do. p62

D. Servijañ a ra deomp davantaj evit rekour yec'hed ar c'horf, mar bez ar gwellañ hag ar muiañ ekspediant evidomp, ma hor bez eñ. Hag abalamour da se, p'en em santomp klañv-bras eo neseser kaout rekours d'ar Sakramant-mañ.

1622
Référence : Do. p46

Me en enev evel pa em bez e vaget.

1732
Référence : GReg pg fort-e (Je connois son fort & son foible.)

ra'm bez ; r'e pez ; r'en defe

1732
Référence : GReg pg avoir (plût a Dieu que jusse ; que tu ûsse, qu'il ût)

pegement bennak ma am bez bet ; ma ez pez bet ; ma az pez bet

1732
Référence : GReg pg avoir (encore que j'ai eu ; que tu aie eu)

Hogen, ouzhpenn a zeuio ganin diwezhatoc'h diwar-benn al loened-se, mar bez youl an doueed, kerkoulz ha diwar-benn an holl loened all am eus pledet ganto e broioù ar C'hreistez.

1923
Référence : SKET p.17

Bez deut-mat, Moridânos, emezañ. Gwerelaouenn wenn ha devezh laouen dit ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.

1924
Référence : SKET.II p.59

— Ma ! emezi dezhi he-unan goude un nozvezh a drubuilh, ma n’am bez ket Erwanig, gwell eo ganen ar marc’heg eget ur maltoutier.

1925
Référence : BILZ2 p.154

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Référence : SVBV p.18

Ma vefe gwir o flemmad lemm, / Ne rafen ket bouzellenn voan / Ha ken kastiz ne ve ma dremm / Gant pezh am bez da lein ha koan.

1960
Référence : PETO p28

Darempred hor bez ingal a-walc'h gant ur Breizhad hegarat-kenañ eus Lokournan Leon hag a zo o vont da vBrazzaville gant e wreg.

1985
Référence : DGBD p16

Note d'étude

Furm displeget eus ar verb kaout implijet gant ar raganv am dirazañ; deveret eo bez eus bezañ. S.i.o pez.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux