Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud) [2011, 2012, 2015] Emzalc'h a heulier da-heul un ober pe un darvoud diavaez, hollad an oberoù a vezer broudet da embreger evel respont d'ur blegenn bnk. Ersav al labourerien. Emzalc'hioù hag ersavioù bredel. Ersavioù azas. Un ersav ouzh ur blegenn dañjerus. [2012] War an taol e kemeris an dra-se evit un ersav personel dleet d'ar rukun. [2015] Hep kildroenn ebet e lavaran dezhi diouzhtu-dak ez eo bet lazhet Korasidis evit gwelout petra 'vo he ersav. 2. (db. traoù zo) Doare ma cheñch pe ma emdro udb. da-heul un darvoud diavaez. Ersav ar yalc'h. HS. dastaol.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Ha penaos emaoc'h o vont d'ober ? Kontañ a ran kalz war ersav an Itron Laura Lyons, pa ouio ar wirionez diwar-benn ar Stapletoned.

2011
Référence : KIVAS p218

Euzh ha rukun am boa bet ouzh va faotr adal ar sell kentañ. Evel tiegezh ar plac'hig, pezh na oa nemet reizh. Hogen ersav ar mezeg eo en doa va skoet.

2012
Référence : DJHMH p13

War an taol e kemeris an dra-se evit un ersav personel dleet d'ar rukun.

2012
Référence : DJHMH pg. 84

Hep kildroenn ebet e lavaran dezhi diouzhtu-dak ez eo bet lazhet Korasidis evit gwelout petra 'vo he ersav. Kas a ra kenkent he daouarn d'he divjod.

2015
Référence : EHPEA p48

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux