Doar./Stn.
A. Stn.
1. Zo merket, divizet en un doare resis ha na gemm ket.
Un den en em gav atav en ul lec'h serten. Ret eo merkañ un amzer serten evit ober ar paeamant-se.
2. (dirak un ak. en e furm lies)
Un nebeud e-touez ar re all, hiniennoù.
Serten sulvezhioù a vez. Ober serten labourioù da Wener. Serten tud.
B. Doar./Stn.
1. Na c'hall ket chom hep c'hoarvezout.
HS. asur.
2. N'eus douetañs ebet war e zivout.
Merk serten ar wirionez. Me laka an dra-se evit serten. Ur mignon serten.
HS. asur, divank.
3. (db. an dud)
Sur penn-da-benn, a sell ouzh udb. evel gwir.
Hag ez on serten ne ve netra aesoc'h evel d'o lakaat c'hoazh da grediñ e se.
4. Tr. adv.
A-dra-serten, evit serten, ent serten : a-dra sur.
&
Dre serten : asur eo.