Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Gwechad evañ diedoù alkoolek graet a-stroll. Poent e oa paouez gant an evadeg.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

evadeg

1931
Référence : VALL pg beuverie

evadegoù

1931
Référence : VALL pg beuverie

« Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »

1944
Référence : ATST p.75

Un dra eo hag a zeuer da zeskiñ tamm-ha-tamm, zoken ma vezer enoeet-marv er gwechoù kentañ gant evadegoù ha komzadegoù diziwez[h].

1985
Référence : DGBD p98

Ur wech an amzer, anat eo, e pade un tamm pelloc'h ar veilhadenn, hag evit darn e troe da evadeg.

1985
Référence : DGBD p194

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux