A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.
Evned-mor a-leizh a zo warno o pourmen, o klask buzhug ha kregen, ha pelikaned gwenn a zo kludet war ar paletuvez.
Mots précédents
Mots suivants
evnoniezh