1. Tamm eus un danvez kalet, koad dh., zo bet faoutet.
Ur skirienn askorn. C'hoant ar birc'hirined eo kaout ur skiriennig eus ar gwele derv.
&
Ent strizh
Skolpad.
Ur vrec'hiad keuneud ha skirioù.
HS. drailhenn, sklisenn.
2. Keuneudenn.
Laka div pe deir skirienn en tan.
&
Trl.
Ober skirioù : faoutañ keuneud.
&
Trl. skeud.
Ober skirioù eus udb. : e zispign. Petra eo ur bilhed a vil lur ? Ar seurt-se ne vezer ket pell oc'h ober skirioù anezho.
&
Ober skirioù gant ub. : skeiñ gantañ a-zevri, e wallaozañ.
Barrek e oant d'ober skirioù ganin.
&
Trl. kv.
Flamminañ evel ur skirienn sapr : flamminañ kalz.
Ar c'harrdi a flammine evel ur skirienn sapr.
DHS. etev, hanochenn.
3. Rannyezh.
Gourivin.
4. Rannyezh.
Bann sklêrijenn, skleurenn.
5. Dre skeud.
Lodenn vihan.
Ur skiriennig bennak eus joausted an neñv.