1. (db. ar botoù)
[1499, 1985] Koarell.
Pri a oa ouzh o solioù. Menel a ris war an treuzoù evel pa vije bet peget outo ma solioù.
2. (db. al loeroù)
[1931] Tu dindan al loer.
&
Trl.
Mont war solioù e loeroù : hep botoù.
HS. soledenn.
3. (db. an treid)
Tu dindan an treid.
Tapout a rae troad kleiz ar baotrez hag e herlinke dezhi sol he zroad.
[1923] Eus bleñchoù ho plev da sol ho treid.
4. [1732] Gorre.
Bezit naet warnoc’h hag en-dro deoc’h : na stokit ho torn ouzh tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus bleñchoù ho plev da sol ho treid, div wech bemdez, d’an deroù-noz ha d’an tarzh-deiz.
Bezit naet warnoc’h hag en-dro d’eoc’h : na stokit ho tourn ouz tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus blenchou ho pleo da sol ho treid, diwech bemdez, d’an derou-noz ha d’an tarz-deiz.
1923
Référence :
SKET
p.51
Ar beure-se, koulskoude, e-lec’h dont d’an aod digabell ha diarc’hen, en doa lakaet en e benn e dog-arem daougornek hag en e dreid e solioù-houarn.
Ar beure-ze, koulskoude, e-lec’h dont d’an aod digabell ha diarc’hen, en doa lakaet en e benn e dog-arem daougornek hag en e dreid e soliou-houarn.
1924
Référence :
SKET.II
p.58
kerzhet war solioù e loeroù
kerzet war soliou e loerou
1931
Référence :
VALL
pg bas
Tomm-poazh eo ivez, ken na zev an treid a-dreuz solioù ho potoù-lêr pa vezit o kerzhout.