Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. B. A. (db. ar bevien, an dud prl.) Hollad ar perzhioù zo heverk eus an doare ma'z a ar vuhez en-dro gant ur bev, un den dh., d'ur mare bennak a denn dezhañ e-unan. E pe stad e vevont eno ? Ankenius eo stad an neb zo dall. Stad an dud-se zo truezus, reuzeudik. Fall eo stad e yec'hed. 2. Ent strizh Hollad ar perzhioù zo heverk eus yec'hed ub. Daoust d'al louzeier ne wellae ket e stad. & Trl. (db. an dud kollet o anaoudegezh ganto) Dont d'e stad : distreiñ ennañ e-unan. Kollet he doa he anaoudegezh met dont a reas buan en he stad. & (db. neuz diavaez ar c'horf, rannoù ar c'horf) Deus da welet e pe stad emañ e c'har. & Trl. Lakaat ub. e stad fall : e wallaozañ. B. (db. an traoù) Hollad ar perzhioù zo heverk eus doare udb. d'ur mare bnk, hervez m'eo dleet dezhañ bezañ pe get dh. Stad un ti. Stad ar bed, an armerzh. Stad hor bro a voe truezus e-pad ar brezel. E pebezh stad fall emañ an hentoù. E stad vat emañ an ti. & Ent strizh Doare udb. zo evel ma tle bezañ. Delc'her udb. e stad : e ratre. 2. Ent strizh Hollad ar perzhioù zo heverk eus doare, neuz udb. e-kerzh pep hini eus pazennoù un emdroadur, pep hini eus ar prantadoù ma'z eus deuet kemm warnañ. Adkavet en deus an istorour stad kentañ an iliz-se. Eeun-tre e oa ar boudoù pa oa ar vuhez en he stad kentañ war an douar. & Trl. Lezel udb. en e stad kentañ : evel m'emañ. 3. Skiantoù Neuz ur c'horf hervez dalc'h an atom pe ar molekul a ya d'e ober. Ar stad aezhel, liñvel, kalet. 4. Tr. adv. E pep stad : forzh penaos. & E nep stad : e nep doare. & RANNYEZH. Er stad-mañ, er stad-se : evel-mañ, evel-se. C. (db. an dud er gevredigezh) 1. KOZH Renk, dere. Gwellaat stad al labourerien. Un den a stad uhel, uhel e stad. Ra chomo pep hini en e stad, a lavare ar veleien. Bezañ laouen gant e stad. Meizad ar renkad en deus kemeret lec'h meizad ar stad. 2. ISTOR Unan eus an tri rummad ma oa rannet ar gevredigezh a-raok an Dispac'h bras, anezho an noblañs, an dud a iliz, hag ar re all. & AN TREDE STAD : rummad ennañ an dud na oant nag eus an noblañs na tud a iliz. D. Hollad pinvidigezhioù zo e kerz ub. Nikun n'eo rediet da zispign e holl stad, evit saveteiñ buhez ar paour. HS. stal (II A 1). II. H.b. A. 1. BEZAÑ STAD EN UB. : bezañ laouen-bras. Stad zo ennañ o vont kuit. Stad zo ennon o welet an dra-se. 2. BEZAÑ STAD EN UB. GANT UB. ALL, UDB. : bezañ lorc'h ennañ. Stad zo ennañ gant e zilhad nevez. An tad a voe stad ennañ gant e verc'h. 3. BEZAÑ STAD EN UB. : bezañ faro. Ar verc'h zo un tammig stad enni. E loeroù o vezañ kouezhet war e votoù n'eus tamm stad ebet ennañ. & Bezañ paotr, plac'h a stad : gwisket-brav. B. 1. OBER STAD EUS UB., D'UB. : ober brav dezhañ, diskouez bezañ laouen ouzh e welet. Evel ma sikoure an dud, muioc'h a stad zo bet graet anezhi. Ha graet stad ac'hanon eno c'hoazh. Ur c'hi a dostaas d'ober stad dezho. [1878] [...] ar re-mañ am anaveze mat, ha me a rae stad anezho ivez, abalamour ma’z oant mat e-keñver o zud [...]. [1878] Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon. 2. OBER STAD EUS UDB. : kemer preder gantañ, e lakaat e pennkont. Peseurt stad o deus graet eus ma c'homzoù ? Aes eo kompren perak e raent kement a stad eus ar c'ho rolle diorroadur o bugale. & Trl., dre fent Ober stad eus e c'hourlañchenn : bezañ lipous. & (en est. nac'h) N'ober stad, na zelc'her stad eus udb., ub. : n'ober van anezhañ, na zamantiñ dezhañ. Bremañ ne rae stad eus den ebet. Ne zalc'h ket stad eus ar pezh a lavar. Ne ra ket stad eus e gerent.

Exemples historiques : 
102
Masquer la liste des exemples

stad

1499
Référence : LVBCA p188 (estat)

Hag er stad-se ez koñverssont añsambl bede hanternoz.

1576
Référence : Cath p17

stad

1659
Référence : LDJM.1 pg état

ober mui a stad

1659
Référence : LDJM.1 pg preferer

emañ an afer e stad vat

1659
Référence : LDJM.1 pg (la chose) va (bien)

M. Na mar en resev den e stad a vec'hed marvel ? D. E resev a ra en e zaonasion evel Judaz.

1677
Référence : Do. p47

dilezet ar stad a vrezel

1732
Référence : GReg pg harnois (Quitter le harnois, pp.)

dilezel ar stad a vrezel

1732
Référence : GReg pg harnois (Quitter le harnois.)

kemeret ar stad a vrezel

1732
Référence : GReg pg harnois (Endosser le harnois, embrasser la profession des armes, pp.)

kemer ar stad a vrezel

1732
Référence : GReg pg harnois (Endosser le harnois, embrasser la profession des armes.)

stad ur c'hwreg vrazez

1732
Référence : GReg pg grossesse

resev e memes stad

1732
Référence : GReg pg aggréger

resevidigezh en ur stad bennak

1732
Référence : GReg pg aggrégation

stad arestet

1732
Référence : GReg pg établissement (état fixé)

emañ an afer e stad vat, e trein vat

1732
Référence : GReg pg (l'affaire est en bon) état

ar stad terien

1732
Référence : GReg pg (l') état (des laboureurs)

kemeret ur stad a vuhez

1732
Référence : GReg pg genre (Prendre un genre de vie.)

e stad-se

1732
Référence : GReg pg ainsi

e stad-se

1732
Référence : GReg pg ainsi

derc'hel mat d'e stad

1732
Référence : GReg pg (ne se point) dementir

kenderc'hel en e stad

1732
Référence : GReg pg (ne se point) dementir

Doue, dre e vadelezh, a laka en e c'hloar ar re o deus bevet hag a zo marv e stad vat.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

kemeret ar stad a Relijius

1732
Référence : GReg pg embrasser (l'état Religieux)

kemeret ur stad bennak

1732
Référence : GReg pg (s') établir (se faire un établissement)

stadoù

1732
Référence : GReg pg état (condition d'une chose, profession d'une personne. Treg.)

stad a reer eus an alvokad-hont

1732
Référence : GReg pg cas (estime), (on fait) cas (de cet Avocat)

ne ra stad ebet ac'hanon-me

1732
Référence : GReg pg (il ne fait point de) cas (de moi)

ne zalc'h stad ebet ac'hanon on-me

1732
Référence : GReg pg (il ne fait point de) cas (de moi)

stad an dud dizemez

1732
Référence : GReg pg celibat (état d'un homme qui vit hors du mariage)

gwenvidik neb piv bennak o vezañ kouezhet e pec'hed, en deveus an amzer hag ar c'hras da sevel eus e boull da stad vat

1732
Référence : GReg pg cheute (bien-heureux le pecheur à qui Dieu fait la grace de se relever après sa chute)

stad

1732
Référence : GReg pg compte (état, estime), condition (qualité d'une chose) (sang, naissance), conjoncture, consistence, état (condition d'une chose, profession d'une personne)

ober stad eus a ur re

1732
Référence : GReg pg (faire) compte (de quelqu'un), (avoir des) égards (pour quelqu'un)

ne zalc'h stad ebet anezhañ

1732
Référence : GReg pg (il ne fait aucun) compte (de lui)

Ar stad eus a gement tra a zo dindan an neñv, eo bezañ sujet da cheñch, da wastañ ha da vont da goll.

1732
Référence : GReg pg (la) condition (des choses créées, est d'être sujetes au changement, à la corruption)

stadoù

1732
Référence : GReg pg condition (sang, naissance)

un den eus e stad

1732
Référence : GReg pg (un homme de sa) condition

un den a stad izel

1732
Référence : GReg pg (un homme de basse) condition

ar stadoù a zo disheñvel

1732
Référence : GReg pg (les) conditions (sont différentes)

an eil stad ne deo ket evel egile

1732
Référence : GReg pg (les) conditions (sont différentes)

er stad prezant

1732
Référence : GReg pg (dans la) conjoncture (présente des affaires)

er stad ma en em gav pep tra

1732
Référence : GReg pg (dans la) conjoncture (présente des affaires)

stad padus

1732
Référence : GReg pg consistence

ar c'hras da vervel e stad vat

1732
Référence : GReg pg grace (La grace finale.)

ur gwiskamant dereat d'e stad

1732
Référence : GReg pg (un habit) convenable (à son état)

stad

1850
Référence : GON.II.HV pg neûz (-vâd)

stad

1850
Référence : GON.II pg stâd

e stad vat emañ

1850
Référence : GON.II pg stâd

n'eo ket un den a stad izel

1850
Référence : GON.II pg stâd

al lezenn-se a virer dre holl stadoù ar roue

1850
Référence : GON.II pg stâd

ne zalc'han stad ebet anezhañ

1850
Référence : GON.II pg stâd

Pe stad ho pize graet anezho, c'hwi lesanvet AR FUR, evel ma oa Ezop en en amzer ? C'hwi a ouie an tu, eme an dud, "Da gaout aour e-touez al ludu" ?

1867
Référence : MGK Rakskrid XI

Deuit da'm heul hag e vevot mat, ac'hanoc'h e vezo graet stad.

1867
Référence : MGK p8

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Référence : MGK p24

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, e rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon.

1867
Référence : MGK p8

Neuze oc'h laouen en ho stad ?

1867
Référence : MGK p10

Evel-se pep unan a labour en e stad, / Ha dioc'h nerzh he galon d'ar re all a ra vad.

1867
Référence : MGK p50

Ar pinvidig lâre alies / D'an hini en doa gouiziegezh : / — « C'hwi a gav deoc'h, me gred, ez oc'h un ozhac'h mat, / Hag e talc'her ac'hanoc'h stad ? »

1867
Référence : MGK p123

Evit gwir Per ar C’houilh ne anaveze ket Loull ar Bouc’h er stad ma edo ; ma en divije graet, oa bet tristoc’h c’hoazh e zoare, rak ar c’hemener-se a oa unan eus an dud gwellañ a oa er vro, evitañ da vezañ kemener.

1877
Référence : EKG.I. p.133

O ! Pa soñjan e pe zoare stad on bet lakaet ganto ! Ha bremañ betek ar vugale a vousc’hoarzh o welet ac’hanon o vont a-biou.

1877
Référence : EKG.I. p.143

Mat, lesanvet e voe Pierig Canclaux. Ha ne welit-hu ket dre gement-se pegement a fae a rae an dud war Ganclaux ha pegement a stad ac’hanomp-ni.

1877
Référence : EKG.I. p.310

Ha neuze, ti va c’homper Herve a yoa un tiegezh a zoujañs Doue ; dre-se en doa daou vevel eus ar re wellañ, Yon an Deniel ha Goulc’hen Abolier ; ar re-mañ am anaveze mat, ha me a rae stad anezho ivez, abalamour ma’z oant mat e-keñver o zud, rak bep bloaz e kasent dezho, hep derc’hel diner, kement gwenneg a c’hounezent e ti Herve Soutre.

1878
Référence : EKG.II p.36

Brav eo kaozeal pa vezer pell, mes n'eo ket brav bezañ er stad m’edon-me en nozvezh nec’hus-se.

1878
Référence : EKG.II p.122

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Référence : EKG.II p.61

Ret eo, kousto pe gousto, da unan bennak ac’hanomp daou pe dri ma ranker, mont a-dreuz ar vro, dre an heñchoù-distro, da lavaret d’an dud kalonek-se, e pe zoare stad emañ an traoù ganeomp.

1878
Référence : EKG.II p.106

Ar re zo arc'hant 'n o yalc'h a zo brav de[zhe]. Pikez a goust lakaat ur park er stad-se.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

ober stad

1909
Référence : BROU p. 422 (avoir des prévenances)

War stad Gordion ha Midaeion er Iañ kantved eus hon amzervezh kristen, sellout Strabon, troidigezh Tardieu, II, p. 532.

1923
Référence : SKET p.15

Un deiz, erfin, e mare an unanvet beleg-meur ha pevar-ugent war-lerc’h an hini en doa savet ar profadoù d’an teir « Kassiteras », e tigouezhas kemm en o stad.

1923
Référence : SKET p.115

Neuze, deut an trec’h ganto, ar re a oa a-du gant derc’hel gizioù ar vro a anvas da roue-meur un den a ouenn c’hlan ; nemet a stad izel a-walc’h e oa-eñ, dilufr e anv hag e nesanded, dre m’o doa ar pep brasañ eus an tiegezhioù uhel, a vage danvezioù-rouanez, kimiadet gant Nemetos ha m’oa bet gounezet gant an nevezentioù-diavaez ar re anezho a oa chomet er vro.

1923
Référence : SKET p.85-86 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 86, lin. 4, e lec’h « nevezentiou » lenn « nevezintiou »").

Da gentañ, e teue an holl, ken gwazed ken maouezed, da lakaat a-wel dirazo an taolioù-micher o doa kaset da benn er seizhvedad bloazioù o paouez tremen, pep-hini en e stad-vicher e-unan.

1923
Référence : SKET p.62

Grit stad d’ar vuoc’h a vag hor gouenn gant he laezh, d’an ejen a zigor an erv ma tiwan diouti heiz an doueed, d’ar marc’h ruz ha buan a red a-raok an heol.

1923
Référence : SKET p.51

Ouzh an holl loened-se en doa Vindosêtlos da sellout ; eñ eo o maese ha kred ez oa evit o stad-vat hag o yec’hed (2).

1924
Référence : SKET.II p.23

kred (bezañ) evit stad vat ha yec’hed u.b.

1924
Référence : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Répondre du bon état et de la santé de quelqu’un".

Hogen adalek m’oa deut d’hec’h oad-dimeziñ, n’oa ken anv dezhi nemet Kassia dre n’helle den, gant kaer, hegarat ha strivant ma’z oa-hi, mirout d’ober stad anezhi ha d’he c’harout.

1924
Référence : SKET.II p.15-16

Hag a-greiz an nebeutañ a-wechoù, keit ha ma veze o soñjal evel-se en e stad, alies en netra : — « Bilzig ! Bilzig ! a grie warnañ Mad[a]len pe Yannig, Bilzig, ar vuoc’h a zo o laerezh !… » [...].

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974-975 (Even 1924)

Janedig stad enni : mont d’ar maner, kaozeal gant an itron, c’hoarzhin gant an dimezell, labourat war danvez pinvidik, mezher talvoudus, seiz, satin !…

1925
Référence : BILZ2 p.152

Kontant int eus o stad. Kontant ?… Doujet d’o stad, lavaran ket. Paour eo ar pesketaer, ha paour e vezo.

1925
Référence : BILZ2 p.104

P’he deus bet ar vamm gwelet he faotrezig er stad-se, darbet eo bet dezhi bezañ semplet.

1925
Référence : BILZ2 p.119

Reuz ha stad enni, klevit ’ta, merc’h ur brizhaotrou, un dimezell e-touez merc’hed all ar bourk, hag end-eeun, abaoe ma oa bet en kêr, ur pennadig, o tiskiñ ar vicher a gemenerez.

1925
Référence : BILZ2 p.150

Brav eo bet an amzer, hag ar Varikita gant he martoloded a zo erruet en stad vat en Naoned.

1925
Référence : BILZ2 p.182

- Ma, warc'hoazh vintin, da nav eur, e rankot bezañ degouezhet e soudarddi Fautras e Brest, hag ar mezeg a welo hag e stad vat emaoc'h evit mont da Vadagaskar, da genderc'hel ho servij.

1929
Référence : SVBV p7

er stad-se

1931
Référence : VALL pg ainsi (comme cela)

ober stad eus

1931
Référence : VALL pg apprécier (faire cas de)

bezañ stad ennañ

1931
Référence : VALL pg (s')applaudir

er stad-mañ

1931
Référence : VALL pg ainsi (comme ceci)

Ne c'hellomp nemet menegiñ amañ an tabut a zo savet diwar-benn ar c'hrignerezh gant ar skorn, en arbenn gouzout hag-eñ ez eo ret, evit diskleriañ neuz an traoniennoù bet dalc'het gant ar skorn, ober stad eus ar c'hrignadur kentskornel, pe en enep hag a-walc'h eo krignerezh ar skorn e-unan hag an oberennoù kenstag.

1943
Référence : TNKN p41

Ma zad, stad ennañ dre ma oa tremenet ma « bak » ganin, a baeas din ur marc'h-houarn, diouzh ti Pincemin e Sant-Brieg.

1944
Référence : EURW.1 p72

– « Me, emezi, stad enni, am eus anavezet mat ur skrivagner brezhonek brudet, Prosper Proux, a Werliskin ».

1944
Référence : EURW.1 p41

N'en doa ket an aer da gaout tamm truez ebet ouzh hor stad.

1944
Référence : EURW.1 p38

— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »

1944
Référence : ATST p.22

Stad a oa en daou abostol, m’el lavar deoc’h.

1944
Référence : ATST p.78

Pa strakas ar Reveulzi Vras, gouenn ar Jafrenaoued hag ar Winamanted, abalamour d'he stad a berc'henn douar a yeas a-du gant an noblañs hag ar veleien.

1944
Référence : EURW.1 p9

Goude bezañ heñv[e]laet stad ar provañseg hag hini ar brezhoneg, ar prezeger ne guzhas ket ar wirionez ouzh ar veleien hag ar frerien.

1944
Référence : EURW.1 p.107

-"Ur Vreuriezh Studierien Vreton. Me 'zo bet ur bloavezh e Skol-Veur Lill, hag e c'hellan lavarout e oa stad er Vretoned eno gant o Breuriezh".

1944
Référence : EURW.1 p.140

Bennozh deoc'h, eta, kristen trugarezus. E nep stumm ne garfen e riskl ho lakaat Da goll mad pe vuhez dre berzh tud erezus. Ma laoskit, m'ho ped, da zibab ma stad.

1960
Référence : PETO p24

Goude ho pazhata, / Hag ho terc'hel er vac'h en ur stad truezus, / ' Rankoc'h, a-berzh Bro-C'hall, gouzañv marv mezhus.

1960
Référence : PETO p48

An traoù da fall[,] trumm zo troet, / D'am farrezioniz n'on mui tad. / D'am c'hure didou [int] 'n em roet, / Ac'hanon ken ne reont stad.

1960
Référence : PETO p28

N'eo ket dav skeiñ nag ober stad; Bountit an nor hep nec'h ebet.

1960
Référence : PETO p14

Me zo ivez, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouezh hag aket hoc'h Ael-Mat, / D'ho kwareziñ er wasañ stad !

1960
Référence : PETO p57

N'eo ket e vijen va-unan er stad-se ha, kredabl bras, n'o deus ket bet ar geginerien ezhomm da gargañ re vras kaoteriadoù boued evit koan an deiz-se !

1985
Référence : DGBD p11

Ouzhpenn kaout fiziañs ennout ez eus stad ennon ganit. Peogwir out barrek ha ne 'c'h eus graet trucherezh biskoazh.

2015
Référence : EHPEA p68

Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.

2015
Référence : DISENT p78

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux