1. Plant gouez, o anv spesad Plantago lanceolata, dezho delioù hir ha strizh e stumm lavnennoù gant pep a bemp pe seizh roudenn ha tañvouez berr du a roer d'an evned da zebriñ.
Deuet e oa stlañvesk hardizh e-mesk ar geot.
2. A-WECHOÙ
Plant gouez, o anv spesad Mercurialis annua, dezho bleunioù arc'hlas.
Ar stumm "stlaffesq" a gaver gant Gregor Rostrenenn en e c'heriadur (1732) zo sur a-walc'h ur stumm bet tapet diwar unan eus skouerenn ar C'hatolikon (1499)