1. Benveg prenn, dezhañ stumm ur baliked a raed gantañ evit kannañ an dilhad.
Distagañ taolioù bataraz.
HS. golvazh, bazh-dilhad, bazh-kannañ.
2. Bazh, dezhañ ur penn tev kabosek, a reer gantañ evit skeiñ gant ub.
Reiñ, pakañ un taol bataraz.
DHS. penn-bazh.
Référence :
GON.II
pg bataraz (Massue, bâton noueux et beaucoup plus gros par un bout que par l'autre. Pl.)
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantan e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefiou ar pin hag an dero, ar fao hag an onn, ar bezo hag an efl. »
1923
Référence :
SKET
p.36
Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutatis oc’h ober ur ged didorr war da diegezh, o skeiñ gant e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzhit, o lazhañ, o vreviñ, o voustrañ, o vougañ da holl enebourien !
Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutâtis oc’h ober eur ged didorr war da diegez, o skei gand e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzit, o laza, o vrevi, o voustra, o vouga da holl enebourien !
1923
Référence :
SKET
p.84 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 84, lin. 13, e lec’h « neb a glasko » lenn « neb a glaskfe »").
"bataraz" gg.
1923
Référence :
SKET
p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Massue".