An deolojianed a enev, a zeu da zifarantiñ, daou dra e-barzh ar pec'hed ; an ofañs pehini a ra da Zoue, ha pe eus a hini e kaver ar pardon dre ar vertuz eus an absolvenn ; hag ar boan dleet d'ar pec'hed, pehini a rank bezañ efaset gant an euvrioù poanius a binijenn er bed-mañ, pe er purgator.
An deologyaned a Enef, a zeu da ziffaranti, daou dra ebarz ar pec'hed ; an ofançz pehiny a ra da zouë, ha pe eus a hiny e cafër ar pardoun dre ar vertuz eus an absolvenn ; hac ar boan dleat da'r pec'hed, pehiny a rencq beza effacet gand an oeuvryou poanyus a binigenn èr bed-mâ, pe êr purgator.