1. [1931] Kropet gant ar riv.
Aet on bav gant ar riv.
HS. morzet.
2. [1499] Amparfal.
Laouen on ouzh da flourañ gant ma bizied bav.
&
Trl.
Beg bav : den a chom digor e veg gant ar souezh.
HS. gourt, mors.
3. Dre skeud.
Lent.
Resisaat a ra Gwenole ar Menn ne gaver meneg ebet eus an termen-se e dornskrid ar C'hatolicon (LVBCA p.33). "Baut" a gaver e skouerenn Ca da droidigezh an termen "goursez" met n'en deus ket tres ur ger gallek evit-se. Er skouerenn Cb eo roet an droidigezh latin "tarditas" dezhañ.