1. [1499, 1659, 1931] Bazh da harpañ kerzhed an dud o devez poan o vale, dezhi ul lodenn da harpañ ar vrec'h warni hag unan all da gregiñ enni gant an dorn.
Ur plac'h daoubleget war flac'hioù.
Kerzhet war flac'hioù : war-bouez flac'hioù.
&
(en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.)
Ur flac'hioù : ur re flac'hioù.
HS. bazh-loaek, branell.
2. [1931] Dre skeud. (db an dud)
Kerzhet war flac'hioù : bezañ digempouez, brell e spered.
Da neb en deus ezhomm, roomp an aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beus netra, laoskomp da vihanañ / E gi gant ar c'haezh dall n'en deus dorn d'e renañ, / E flac'h gant an den kozh da vale dre ar vro, / Da vont, harpet warni, dre al lec'h ma karo !
Da neb en deuz ezomm, roomp ann aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beuz netra, laoskomp da vihana / He gi gant ar c'heaz dall n'en deuz dourn d'he rena, / He flac'h gant ann den koz da vale dre ar vro, / Da vont, harpet war-n-hi, dre al leac'h ma karo !