I. H.g.
1. Obererezh foeñviñ.
2. Kement kleñved ma foeñv ul lodenn eus ar c'horf.
Foeñv ar gouzoug : ar pennsac'h.
3. Ent strizh
Kleñved chatal.
Ar foeñv a zeu bepred dre ma vez roet d'al loened boued fall pe tommet.
4. Mezeg.
Foeñv-dour : dinaou eus un dourenn eus ar c'horf en ur gwiad pe en ur gavenn naturel.
Un den klañv gant ar foeñv-dour.
II. G.
Lodenn eus udb. zo foeñvet.
Ur foeñv kalet a-ziabarzh.
DHS. torzhell, yoc'henn.