I.
V.g.
1. Dont da vezañ brasoc'h e vent, e ec'honad, en un doare direizh alies.
Unan eus e dreid a foeñvas divalav. Bout zo lod a laka o greun da foeñviñ.
2. (db. an houl)
Mont rust, mont kreñv.
An houlenn a weler o foeñviñ. Ar mor a foeñv.
HS. koeñviñ.
3. (db. an dud)
Kemer lorc'h (gant udb.).
Den foll hag ourgouilhus a-werso e foeñvas c'hoazh e-leizh muioc'h. Foeñviñ gant gloar.
HS. c'hwezañ.
4. (db. an trouzioù)
Kreskiñ, kreñvaat.
Ar mouezhioù, o foeñviñ hag o strishaat.
II.
V.k.e.
C'hwezañ.
Foeñvin a rae ar sac'h binioù. Foeñviñ sac'h avel ar re zo douget da fougasiñ.