1. Pri dourennek.
Riklañ a c'hwen e gein war ar frigas.
[1924][...] o ruzañ o botoù, leun a frigas hag a fank war an heñchoù.
2. Emgann, drailh.
Diwar neuze e voe stourm ha frigas. Beuzet ar bed e-touez ar frigas, an dispac'h hag an emgannoù. Pell ha hir amzer e padas ar reuz hag ar frigas.
Référence :
GReg
pg boue (menuë bouë sur la surface de la terre seulement), dissipation (prodigalité)
frigas
1850
Référence :
GON.II
pg frigas
Hag en gwirione, re alies, pa ne [veze] ket o mamm er gêr, e weled anezho o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an aod, gleb-dour-teil, pe o ruzañ o botoù, leun a frigas hag a fank war an heñchoù.
Hag en gwirione, re alïes, pa ne vije ket o mamm er gêr, e weled anê o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an ôd, gleb-dour-teil, pe o ruza o boutou, leun a frigas hag a fank war an henchou.
Kouezhet ar barner er poull-hañvouez !… Er poull-hañvouez !… Ur paotr brav, an aotrou barner Kerjantjili ! E zilhad leun a fank hag a frigas, e dok e-kreiz ar poull, e c’hinou leun a hañvouez, hag e vlev, e vlev, Salver Jezuz !
Koueet ar barner er poull hao !… Er poull hao !… Eur pôtr brao, an ôtrou barner Kerjantjili ! E zilhad leun a fank hag a frigas, e dok e-kreiz ar poull, e c’hinou leun a hao, hag e vleo, e vleo, Salver Jezuz !