Den dizonest, techet d'ober gwall droioù.
Ne'm eus ket lavaret e vijes laer, lavaret em eus graet avat e oas ur fripon. Arc'hant zo gant an daou fripon-mañ. Ne vo graet nep enklask war ar seurt friponed.
HS. c'hwiblaer, hailhevod, hailhon, lampon, lanfre.
Mat, hennezh, an aotrou Troadeg-se, o klevet a begement a bec’hejoù 'oa pennkaoz ar Bertou, a lavaras ur Sulvezh da dud Plouganoù n’oa ket mat dezho mont, evel a raent, da evañ da di friponed, evel ar Bertou.
Mad, hennez, an Aoutrou Troadec-se, o klevet a begement a bec’hejou oa penn-kaoz ar Berthou, a lavaraz eur zulvez da dud Plougasnou n’oa ket mad d’ezho mont, evel a reant, da efa da di fripouned, evel ar Berthou
1878
Référence :
EKG.II
p.314
Ha n'eo ket ar memes tra an daou c’her-se : laer ha fripon.
Ha ne ket ar memez tra an daou c’her-ze : laer ha fripoun.