1. Karget.
Er bloaz-mañ n'eo ket ken bec'hiet ar gwez ha warlene. N'on ket ken bec'hiet ha c'hwi.
2. Doaniet-bras.
N'on ket evit mirout a vezañ bec'hiet ma c'halon. E galon a oa ken bec'hiet ma rankas gouelañ.
3. (db. ar glañvourien)
Dalc'het en e anal.
Bezañ bec'hiet en e ziabarzh.
Référence :
GON.II
pg Béc'hia (Je suis trop chargé).
bec'hiet
béc'hiet
1850
Référence :
GON.II
pg béc'hia (Charger. Accabler. Peser. Etre pesant. Etre à charge. Part.)
Ne falveze dezhañ dibriñ tamm, re ve[c'h]iet [e] oa e stomog.
Ne falveze d’ezhan dibri tamm, re veïet oa he stomok.
1877
Référence :
EKG.I.
p.49
Abaoe eus pell ; mat, n’on ket evit miret da gaout nec’hamant, ha da vezañ bec’hiet va c’halon bep tro ma ya va spered da soñjal en traoù trubuilhus a welis en nozvezh-se.
Abaoue euz pell ; mad, n’oun ket evit miret da gaout nec’hamant, ha da veza bec’hiet va c’haloun bep tro ma ia va spered da zonjal enn traou trubuilluz a veliz enn nosvez-se.
1878
Référence :
EKG.II
p.53
bec'hiet
1909
Référence :
BROU
p. 205 (oprresé, qui respire avec difficulté)
Bez deut-mat, Moridânos, emezañ. Gwerelaouenn wenn ha devezh laouen dit ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.
Bez deut-mat, Moridânos (3), emezan. Gwerelaouenn wenn ha devez laouen d’it ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober.
1924
Référence :
SKET.II
p.59
Mont a ris kuit, ken bec'hiet va c'halon ma'm befe gallet gouelañ me ivez.
2012
Référence :
DJHMH
p.72
Met, m'emañ evel-se eo gwell lâret krak-ha-krenn, kentoc'h eget na vefe ken bec'hiet e spered ken m'en em gavfe en ospital