Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. danvezioù zo) Tommet gant an heol. Boued heoliet n'eo ket mat d'al loened. An disterañ ma vez heoliet an amanenn e koll e vlaz. 2. (db. al lec'hioù) Sklêrijennet gant an heol. Straedoù heoliet, un draoñienn heoliet. DHS. heoliek.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

E-touez ar frankizennoù m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni ur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez un hengredenn digemeret gant an holl, relegoù ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.

1923
Référence : SKET p.47

Ragaroueziet war o hent gant nij an evned, bleniet gant kerzhadeg al loened pevarzroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huzh-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezho e donderioù koadek an Hanternoz ; re-all c’hoazh a droe o c’hammedoù war-du ec’honderioù heoliet-frank ar C’hreisteiz.

1923
Référence : SKET p.87-88

Dre-se, n’int nepred na teñval, na moredus, na tavedek, hogen, en enep, heoliet-mat ha leun, e-doug an hañv, a vouderezh skrilhed ha geiz evned.

1923
Référence : SKET p.95

Heoliet-skedus, glas, kenedus e oa ar maezioù-se hag o dije c’hoantaet an teir c’hoar douarañ en enezenn a ziskoueze bezañ didud. Hogen ne voe ket aotreet gant an doueed.

1923
Référence : SKET p.109

Bez' e oa un devezh heoliet, pa grape gant an hent a ya eus ar Gar da vourk Skrignag, d'ar meurzh 24 a viz Ebrel 1901, tud dribilh en o dilhad broadel [.]

1944
Référence : EURW.1 p.166

Heoliet mat e voe an devezhioù kentañ-se a viz eost er rann zouar tost d'an aod.

1985
Référence : DGBD p56

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux