1. Gwenodenn.
A bep kostez d'ar c'hozh gardenn na oa hent all ebet nemeti d'ar c'houlz-se. Ur c'hardenn vihan.
DHS. ribin.
2. Dre heveleb.
Kanol-vor vihan.
HS. gouer.
3. Dre ast.
Gwiskad plant a lakaer da vreinañ e porzhoù an atantoù hag er gwenodennoù evit ober teil.
Ul leur a vez peurliesañ goloet gant ur c'hardenn lann. Ar bern teil hag ar c'hardenn e toull an nor.
&
Sevel ar c'hardenn : skarzhañ ar c'hardenn vrein.
DHS. gouzer, mannoù, mailh.
HS. baoz.
4. Dre skeud.
Gardennoù boutin : doareoù ober anavezet, boazioù an holl.
Un nevezer a glaske an tu da steuiñ ur c'hoariva na sac'hfe ket e fankigelloù ar gardennoù boutin.
5. Trl. skeud.
Ober gardenn : skampañ kuit, tec'hel.
Ha me d'ober gardenn evel ma oan e oan, diskabell, e korf ma roched.
&
Pemdez
Lakaat an traoù e dizurzh.
&
Ober gardenn (war udb.) : poulladañ.
Tennañ eus o zezhioù ur banne laezh, a ra stank gardenn war o zavañjerioù.
6. Tr. adv. (db. an dud)
A-c'hardenn : a-leizh.
HS. a-vern, a-vordilh.