1. Istor
Benveg boureviezh, ijinet e-pad an Dispac'h Bras, anezhañ ul lavnenn dir bounner a riskl en ur framm prenn sonn evit dibennañ ar re gondaonet.
Ar c'hilhotin a voe savet war tachenn ar foar.
2. Pesketaerezh
Benveg dezhañ un troad hir hag ul lavnenn gromm, a droc'her bezhin gantañ war ar reier, a-ziwar bourzh ur vag.
Ar c'hilhotin, un troad hir enni, zo heñvel ouzh ur falz. Faoutet o daouarn gant ar c'hilhotin.
Koulskoude an diotachoù-se a zo bet prezeget dre hor bro, ha dalc’het ker start dezho gant ar Republik, ma’z eus meur a veleg hag a zo bet er prizon hag a zo marv dre ar "c'hilhotin", abalamour ne falveze ket dezho sentiñ ouc’h traoù ken diskiant.
Koulskoude an diotachou-ze a zo bet prezeget dre hor bro, ha dalc’het ker stard d’ezho gand ar Republik, ma’z euz meur a veleg hag a zo bed er prizoun hag a zo maro dro ar "c’hillotin", abalamour ne falveze ket d’ezho senti ouc’h traou ken diskiant.
1877
Référence :
EKG.I.
p.6-7
Rak-se o anver prenestroù gwilhotin.
Rak-se o anver prenestrou gwilhotin.
1944
Référence :
EURW.1
p.175
Nasion, gast a blac'h, Dre c'hilhotin pe vac'h, D'ar c'hêz [kaezh] harluad ne ri nac'h Kelenn Jezuz d'an dud.